| An deiz all me oa bet e pardon Koloreg |
| Me 'm boa gwelet ma mestrez, tra lala lala lalo… |
| War skalier ar vered |
| Evit mont d’he saludiñ, na ken kaer 'vel ma oa |
| Me a c’houlas diganti, tra lala lala lalo… |
| Ha dimezet a oa |
| N’on ket c’hoazh ma servijer, n’on ket c’hoazh dimezet |
| Met bet on ur fortun vat, tra lala lala lalo… |
| D’an hini ma c’hemerfe |
| Me 'm eus er gêr e ti ma zad, pevar garr houarnet |
| Ha kezeg er marchosioù, tra lala lala lalo… |
| Kapabl d’o charreat |
| Met pa oan erruet eno, me ne welen netra |
| Met ur c’hozh kazh bihan fall, tra lala lala lalo… |
| Oa ket 'vit logota |
| Daou wele a oa ivez, un a bep tu d’an tan |
| Al liñselioù 'oa warne, tra lala lala lalo… |
| Oant ket deus ar re voan |
| Al liñselioù 'oa warne oant ket deus ar re fin |
| Nozvezh kentañ 'm boa kousket, tra lala lala lalo… |
| 'M boa kignet ma daoulin |
| Bremañ me 'cheñcho micher, yelo da wiader |
| Ha lako war ma gweleoù, tra lala lala lalo… |
| Liñselioù lien kaer |