Song information On this page you can read the lyrics of the song An Heol A Zo Glaz , by - Tri Yann. Song from the album Le Soleil Est Vert (An Heol A Zo Glaz), in the genre Фолк-рок Release date: 31.12.2009 Record label: Mercury Song language: Turkish
An Heol A Zo Glaz
Hogen,
Kaer ho po difesoni ma bro
Gand difankadeg ho korvou hag ho sperejou,
An douar e-leh m’on ganet
A c’hoarz deoh e-kreiz o kenou,
Gand heh oll bouzellou koz
Ma talm enno gwad al Lug,
Ha birviken ho kaohigellou
Ne wastint he brohenn dezi,
ken rust ha ken teo ha ma’z eo…
Instrumental
Zoken ma za breman an heol
War eun hedwigia merglet,
Gand eur veredada kirri-tan en e lagad
Rag eun heol glaz eo hennez
O hunvréal ennan
E-unan en deiz
Hag o teuzi da nos
E hunou ar Vretonned
Rag birviken an diweza dozvet
Euz an ijinerien o fenno raz
Ha pa skuilfe krenva kouez
An diweza baillad,
Ne hello digas da wenn maouskennou du ar roue laïus