Song information On this page you can find the lyrics of the song Bro Gozh Va Zadoù, artist - Nolwenn Leroy.
Date of issue: 31.12.2010
Song language: English
Bro Gozh Va Zadoù |
«Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro ! |
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro |
Dispont kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat |
A skuilhas eviti o gwad |
O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro |
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro |
Ra vezo digabestr ma Bro ! |
Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar Varzhed |
N’eus bro all a garan kement 'barzh ar bed |
Pep menez, pep traonienn, d’am c’halon zo kaer |
Enne kousk meur a Vreizhad taer ! |
Ar Vretoned 'zo tud kalet ha kreñv; |
N’eus pobl ken kalonek a zindan an neñv |
Gwerz trist, son dudius a ziwan eno |
O ! |
pegen kaer ec’h out, ma Bro ! |
Mar d’eo bet trec’het Breizh er brezelioù bras |
He yezh a zo bepred ken beo ha bizkoazh |
He c’halon birvidik a lamm c’hoazh 'n he c’hreiz |
Dihunet out bremañ, ma Breizh |