Song information On this page you can find the lyrics of the song Ar paotr disoursi, artist - Les Ramoneurs De Menhirs. Album song Tan ar Bobl, in the genre Хардкор
Date of issue: 12.06.2014
Record label: Coop Breizh
Song language: English
Ar paotr disoursi |
Me a so ur paotr bihan savant ha disoursi |
Netra ne blij din gwelloh 'wid mont da hoari toupi |
Ober skolig al louarn iwe hoazh a garan |
'Wid gouren ha neizheta, hwitellad ha kanañ |
Ma chupenn, ma jiletenn a so ganin diheiet |
'N tu diaraog deus ma bragow so ganin difoeltret |
Graet ganin d’en em bilad dimeus ma hamaradow |
Pa vin erru barzh ar gêr, me am mo bazhadow |
Hag ar gwer war an tier alies a dorran |
Ober profit d’ar gweraer, mignon bras on dezañ |
Hoazh e plije din ober gis da m’hamaradow |
Hont da hoari chetiñ mein ba beg ar chiminalow |
Nag alies 'maes ma hoant, me a vez red din tremen |
Ha kousked er-maes en nos, me a ra pinijenn |
Gwel' a ran ar jañdarmed ewid doned da m’sponto |
Koms rant din deus ar prison, prest visen da m’rento |
Med d’antreal en toull-bazh, hemañ zo abredig |
Kar amañ so 'r paotr bihan ha n’ew ket gwal- spontig |