Song information On this page you can find the lyrics of the song Menez daou, artist - Les Ramoneurs De Menhirs. Album song Amzer an dispac'h !, in the genre Панк
Date of issue: 03.06.2010
Record label: Coop Breizh
Song language: Papiamento
Menez daou |
Didostit holl Vretoned, da glevet ur gentel |
War buhez al labourer eo bet great, n' eus ket pell |
Disheñvel meurbet eo stad ar paour-kaezh labourer |
Disheñvel diouzh stad an dud, pere ' zo ' chom e kêr |
Al labourer ' renk paeañ, paeañ e pep amzer |
Paeañ tailhoù d’ar roue, bep bloaz teir pe beder |
Ha pa renk paeañ e vestr, ma n’eo ket prest an arc’hant |
Foar ' vez graet gant e zanvez, amañ an nec’hamant |
Al labourer, goude-se, a vezo tamallet |
Gant an dud eus al lezenn e vezo pizh skarzhet |
Eus e nebeud a vadoù e vezo dibourc’het |
Had e zanvez o vont kuit, n’eus netra da lavaret |
En divezh, al labourer, baleet lec’h ma karo |
E vezo drouk-prezeget, kalz tud hen disprizo |
Ha koulskoude, ma teufe da soñjal an dud-mañ |
Diwar brec’h al labourer 'ma 'r bed-holl o vevañ |
Hor stal ' zo poanius meurbet, paouez na deiz na noz |
Ken na cheñcho penn d’ar vazh, ni na 'mo ket repoz |