Lyrics Ar Mab-Laer - Denez Prigent

Ar Mab-Laer - Denez Prigent
Song information On this page you can read the lyrics of the song Ar Mab-Laer , by -Denez Prigent
Song from the album: Denez - Best Of
In the genre:Эстрада
Release date:31.12.2010
Song language:Papiamento
Record label:Barclay

Select which language to translate into:

Ar Mab-Laer
Ganet em eus seizh mab dispar
Ganto siwazh 'm eus 'met glac’har
Ganto siwazh 'm eus 'met mizer
Gwelet anezho leuriañ er gêr
Gwelet anezho leuriañ en ti
Hed ar sizhun da vakañsiñ
Gwelet 'nezho gant an RMI
'Gavont neblec’h da labouriñ
'Gavont neblec’h da labourat
Daoust dezho bout diplomet mat
Daoust dezho holl bout diplomet
Met ar Benoni n’eo ket
Met ar Benoni n’eo ket
Gantañ avat n’on ket nec’het !
Lezirek eo ha merc’hetaer
Hag ouzhpenn-se eo 'tamm laer
Hag ouzhpenn-se eo 'tamm treitour
Er politik 'kavo labour
Er politik 'kavo labour
'Vevo en arc’hant hag en aour
'Vit 'r pennoù vras 'barzh ar vro-mañ
An enkadenn ne cheñch netra
Ne cheñch netra an enkadenn
'Vijent re ruz o pe re wenn
'Vijent re ruz o pe re wenn
'N em glevont mat war ar chupenn
'Vijent re wenn o pe re ruz
Memes chakod eus a bep tu
Memes chakod don ha ledan
Da laerezh ar re vihan

Share the lyrics:

Write what you think about the lyrics!

Other songs by the artist: